Rann eus | Konkan |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1507 |
Anv ofisiel | Mumbai |
Anv er yezh a orin | मुंबई |
Treuzskrivadur API | ˈmumbəi |
Anvet diwar | Mumba |
Anv annezidi | Mumbaikar |
Kevandir | Azia |
Stad | India |
Kêr-benn eus | Maharashtra |
E tiriad | Maharashtra |
Gwerzhid-eur | Indian Standard Time |
Daveennoù douaroniel | 19°4′33″N 72°52′39″E |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Mayor of Mumbai, Municipal Commissioner of Mumbai |
Penn an aotrouniezh | Iqbal Singh Chahal |
Aotrouniezh | Brihanmumbai Municipal Corporation |
Ezel eus | Creative Cities Network |
Darvoud-alc'hwez | 26/11 Mumbai attacks |
Kod-post | 400001 |
Lec'hienn ofisiel | https://portal.mcgm.gov.in/ |
Hashtag | Mumbai, मुम्बई, मुंबई |
Douaroniezh an danvez | geography of Mumbai |
Ekonomiezh an danvez | economy of Mumbai |
Kod pellgomz an takad | 0022 |
Kod plakenn varilh | MH-01, MH-02, MH-03 |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Mumbai |
Mumbai (मुम्बई e marathi, distaget /ˈmumbəi/), anvet gwechall Bombay, eo kêr-benn stad Maharashtra, e kornôg India. E 2006 e oa war-dro 13 milion a annezidi e kêr, ha tost da 20 milion a dud a oa o chom e tolpad-kêrioù Mumbai, ar pezh a ra anezhi unan eus an dek kêr vrasañ er bed.
Emañ Mumbai war an aod ha porzh brasañ India eo. Kêr-benn armerzhel India eo ivez ha kresket eo kalz e dibenn an XXvet kantved. Muioc’h c’hoazh eget lec’hioù all en India ez eo ur gêr ma weler kichen-ha-kichen tud pinvidik-mor ha re all paour-razh. E Mumbai emañ karter Bollywood, anvet evel-se diwar anv Hollywood, rak eno ez eus studioioù ma vez savet kalz eus ar filmoù a vez graet en India. Ret eo gouzout ez eo India ar vro a brodu ar muiañ a filmoù er bed, bep bloaz.
"Dor India" zo ur monumant a voe savet da vare donedigezh ar roue Jord V e 1911, hag unan eus arouezioù ar gêr eo bremañ.