Nannina de' Medici (Lucrezia hec'h anv-badez), ganet e Firenze d'ar 14 a viz C'hwevrer 1448 ha marvet d'ar 14 a viz Mae 1493), a oa ur briñsez italian, eil merc'h Piero di Cosimo de' Medici ha Lucrezia Tornabuoni ha c'hoar henañ Lorenzo il Magnifico.
Nannina a veze graet anezhi abalamour ma oa lesanv he mamm-guñv Piccarda Bueri.
Daou boltred da vihanañ anezhi en-yaouank a zo anavet :
Evel he breudeur Lorenzo ha Giuliano, hag he c'hoarezed, he doe un deskadurezh eus ar re wellañ. Gant brud an tiegezh hag an deskadurezh vat-se e reas un dimeziñ eus ar gwellañ.