Nasaeg (Nasa Yuwe) | |
---|---|
![]() | |
En arvar | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Kolombia |
Rannved : | Amerika |
Komzet gant : | 71,400 - 83,300 (1988) |
Renkadur : | Goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù digenvez
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | got |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | PBB |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh digenvez eo an nasaeg (Nasa yuwe, d.l.e. yezh an Nasaed, e yezh ar vro; paez pe lengua paez e spagnoleg). Komzet e vez e Kolombia, e reter Popayán (e departamantoù Cauca ha Huila), gant war-dro 80 000 a dud diwar ur boblañs veuriadel a 122 638 (2000). Treuzkaset e vez c'hoazh d'ar vugale met d'an holl ne vez ket ha darn eus ar gumuniezh a gomz spagnoleg hepken. Implijet eo un tammig er relijion hag er c'henwerzh war ar pemdez. E spagnoleg emañ ar skolioù. Kelennet e vez en un nebeud skolioù prevez en derez kentañ.
An eil yezh indian komzet ar muiañ e Kolombia eo an nasaeg, goude ar wayuu hag a-raok ar gwambiaeg, ar yezh amezek.