Reizh pe jener | plac'h ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Kembre ![]() |
Anv-bihan | Nest ![]() |
Titl noblañs | priñsez ![]() |
Deiziad ganedigezh | 1085 ![]() |
Deiziad ar marv | 1136 ![]() |
Tad | Rhys ap Tewdwr ![]() |
Mamm | Gladys of Powys ![]() |
Breur pe c'hoar | Gruffudd ap Rhys ![]() |
Pried | Gerald Windsor, Stephen (?) ![]() |
Kompagnun(ez) | Herri Iañ ![]() |
Familh | House of FitzGerald ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg ![]() |
Micher | brientin ![]() |
Karg | priñs ![]() |
Floruit | 1120 ![]() |
Nest ferch Rhys (war-dro 1085 – marvet a-raok 1136 ; fl. 1100-1120) a oa ur briñsez eus rouantelezh Deheubarth brudet he c'hened. Merc'h e oa d'ar roue Rhys ap Tewdwr ha d'e wreg Gwladys verch Rhiwallon.
War-lerc'h marv he zad e 1093, e voe aloubet Deheubarth gant an Normaned hag ar roue norman Herri Iañ a Vro-Saoz a embannas bout he gwarezer. Ur mab he doe Nest eus e berzh, Henry FitzRoy. E 1100 e c'hoantaas Henry dimeziñ anezhi da unan eus e varc'heien, Gerald Windsor, anvet gantañ da aotrou Penfro. Pevar bugel o doe Nest ha Gerald :
Da Nedeleg 1109, e oa Nest hag he gwaz o tegemer he c'henderv Owain ap Cadwgan, mab da Cadwgan ap Bleddyn, priñs Powys. Ken bamet e voe Owain gant koantiz Nest ma'z eas da argadiñ kastell Cenarth Bychan gant pemzek gwaz, ma skrapas Nest, ha ma kasas ar wreg hag he bugale gantañ. Diwezhatoc'h e kasas ar vugale en-dro d'o zad.
Diwar an dro-se e voe graet Helen a Gembre anezhi abalamour d'ar brezel a voe da-heul an darvoudoù-se. Daou vab a voe ganet gant Nest diwar Owain, Llywelyn hag Einion, ha neuze e voe kaset en-dro d'he gwaz.
Pa varvas he fried e voe karet gant Stephen, konestabl Cardigan, he devoe ur mab all digantañ, Robert Fitz-Stephen.
Merc'h Nest, Angharad, a voe mamm d'an eskob ha skrivagner Gerald a Gembre. He mibien Maurice ha Robert a eas da vrezeliñ da Iwerzhon gant Strongbow; mervel a eure Robert e 1182.