Tachenn obererezhioù | sinema ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1970 ![]() |
Den heverk | Robert Rehme, Ronald Perelman ![]() |
Diazezer | Roger Corman, Gene Corman ![]() |
Stad | Stadoù-Unanet ![]() |
Furm lezennel | holding company ![]() |
Lec'h diazez | Atlanta ![]() |
Perc'hennet gant | News Corporation ![]() |
Aozadur mamm | Fox Corporation ![]() |
Sez sokial | Atlanta ![]() |
Raklec'hiet gant | The Filmgroup ![]() |
Heuliet gant | Fox Television Stations, The Walt Disney Company ![]() |
Darvoud-alc'hwez | News Corporation ![]() |
Deiziad divodañ | 22 Gen 1997 ![]() |
New World Pictures (anavezet ivez evel New World Entertainment pe New World Communications Group, Inc. e anv ofisiel) a oa un embregerezh dieub stadunanat produiñ hag embann filmoù. E bloavezhioù diwezhañ an embregerezh (5 bloaz) e oa troet ivez war an embann dafar kleweled. Savet e oa bet e 1970 gant Roger Corman gant an anv New World Pictures, Ltd.: ar pal a oa produiñ hag embann filmoù, ha goustadik reoù evit ar skinwel ivez adalek 1984. New World a oa deuet a-benn da vont war dachenn ar skinwel dre brenañ seizh chadenn skinwel e 1993, ha kendalc'het e oa gant an hent-se o prenañ lec'hioù skignañ nevez e 1994.
20th Century Fox (perc'hennet gant News Corporation d'ar mare-se), renet gant Rupert Murdoch, a oa deuet da vezañ ur poster arc'hant diazez en embregerezh e 1994 ha deuet e oa a-benn da brenañ an embregerezh a-bezh e 1997. An emglev gant Murdoch, dreist-holl dre un hollad kevratoù gant New World sinet etre an div embregerezh e Mae 1994, a oa bet diazez evit lakaat ar rouedad Fox da dizhout zt pevare renk e-touez ar rouedadoù skinwel stadunanat.
Hiziv-an-deiz ez eo echu gant New World Pictures met kenderc'hel a ra da vevañ e-touez ar Fox Corporation hag e skourroù lec'hel (evel "New World Communications of Tampa"). An hollad filmoù a oa er c'hatalog zo bet prenet gant The Walt Disney Company dre ma oa bet prenet gantañ an 21st Century Fox.