E matematik, niver Strahler pe niver Horton–Strahler ur wezenn vatematek zo ur muzul niverel eus kemplezhded he brankadur.
Implijet eo bet an niveroù-se da gentañ en hidrologiezh gant Robert E. Horton hag Arthur Newell Strahler. En degouezh-se e vezont anvet urzh dourredennoù Strahler hag implijet e vezont da dermeniñ ment an dourredennoù hervez hierarkiezh an adstêrioù. Implijet e vezont ivez e dielfennadur ar reizhadoù L hag ar frammoù biologel hierarkel e-giz reizhad analañ ha reizhad gwazhied ar gwez hag al loened, evit gouestlañ plas er rejistr e kompiladur ar yezhoù programmiñ a live uhel hag e dielfennadur ar rouedadoù sokial. Diorroet ez eus bet reizhadoù all da urzhiañ an dourredennoù gant Shreve[1][2], Hodgkinson et al.[3]. Ur geñveriadenn eus reizhadoù Strahler ha Shreve gant stadegoù, war un dro gant un dielfennadur eus hirderioù an dourredennoù/liammoù, zo roet gant Smart[4].