Niverenn C'hwec'h

Tricia Helfer a c'hoari Niverenn C'hwec'h
Stumm treset Niverenn C'hwec'h

Niverenn C'hwec'h pe Number Six er yezh orin, zo ur familh tudennoù ijinet er stirad skinwel adwelet Battlestar Galactica deuet er-maez e 2004. C'hoariet eo gant an aktourez kanadian ha top model Tricia Helfer. Eus an daouzek Cylons anavezet ez eo hi ar c'hwec'hvet stumm eus ar "Significant Seven". Evel ar Cyloned all eus ar "Significant Seven" ez eus meur a stumm disheñvel d'ar patrom, gant Caprica-Six, Shelly Godfrey, Gina Inviere, Natalie Faust, Lida, ha Sonja. Bez eo ar Cylon nemetañ ha ne implij ket ul lesanv evit an holl stummoù anezhi.

Awenet eo bet hec'h anv gant Number Six, tudenn Patrick McGoohan er stirad skinwel The Prisoner.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne