Un nozvezh war ar Menez Moal (Ночь на лысой горе, noch' na lysoy gorye, e ruseg) a zo ur barzhoneg simfonek skrivet gant Modest Moussorgski diwar ar gontadenn Noz Sant-Yann bet skrivet gant Nikolaz Gogol e 1831. Kompozet e oa bet e-kerzh hañvezh 1867 pa oa Moussorgski o chom e ti e vreur e Minkino. Kempennet eo bet diwezhatoc'h gant Nikolaz Rimsky-Korsakov evit bezañ sonet gant ul laz-seniñ. Kempennet eo bet adarre gant blenier al laz-seniñ an XXvet kantved Leopold Stokowski.