O Tannenbaum ( [oː ˈtanənbaʊm]; "O saprenn"), anavezet e saozneg evel "O Christmas Tree", hag e galleg evel "Mon beau sapin", zo ur ganaouenn alamanek a vez kanet war-dro Nedeleg. Da gentañ ne oa ket ur ganaouenn Nedeleg, met tamm-ha-tamm eo deuet da vezañ arouez gwezenn Nedeleg.