Oadvezh an arem a lavarer eus ur prantad er c'hentistor, pa ouie ar c'hovien varrekañ teuziñ ar c'houevr hag ar staen. Dastum a raent kailh kouevr e gwazhennoù naturel hag e teuzent anezhe evit ober arem. Ral eo ar c'hailh kouevr pe staen, evel m'en diskouez ar fed ma ne oa tamm arem en Azia ar c'hornôg kent 3 000 kent J.-K. Oadvezh an arem zo unan eus lodennoù eus Reizhiad an tri oadvezh a dalvez evit ar c'hevredigezhioù ragistorel. Er reizhiad-se e teu war-lerc'h an Neolitik e lodennoù zo eus ar bed. E kalz broioù eus Afrika subsaharat e teu oadvezh an arem diouzhtu goude an Neolitik. E lodennoù all eus ar bed un oadvezh ar c'houevr a zeu da heul an Neolitik a-raok oavezh an arem.