An oberour a zo an den a sav skridoù pe danvez skrid evit pep seurt rummad-lennegezh koulz hag evit ar c'hleweled. Ar saver (skridoù, pennadoù-skrid), levrioù, barzhonegoù, sonerezh, kanaouennoù hag all) a vez graet anezhañ ivez. Dre hengoun ha dre emglev boutin e vez lakaet evel oberour e-kreiz un oberenn liesstumm ha/pe liesvedia an hini a skriv testennoù skrivet. Lakaet e vez da oberour pennañ an hini a skriv komzoù ur ganaouenn pa n'eo ket ar sonaozer an hini a ra nemet aozañ ar sonerezh (ha koulskoude e skriv notennoù sonerezh ar sonaozer). E meur a zegouezh eo oberour kevatal da skrivagner, hemañ gwelet evel oberour lennegezh nemetken.
Alies e kaver aozer evit oberour, met ne c'hell ket gouzout bewech m'eo bet savet an holl skrid(où) pe lakaet da vezañ prest evit an embann (saozneg : editor, galleg : arrangé par X, collaborateur, préparé pour l'édition, hag all...).