Oh My Darling, Clementine

Oh My Darling, Clementine zo ur ganaouenn saoznek stadunanat eus 1884 a vije bet savet gant Percy Montrose hogen lakaet war gont Barker Bradford a-wechoù. Krediñ a reer ivez eo bet savet diwar ur ganaouenn all anvet "Down by the River Liv'd a Maiden", savet gant H. S. Thompson e 1863.

Da gentañ e seblant bezañ ur werz trist diwar-benn ur paotr kollet e zousig gantañ, ha hi merc'h ur mengleuzier eus mare ar Gold Rush e Kalifornia e 1849, met buan e komprener e reer goap eus ur werz trist.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne