Olympia
Édouard Manet (1863) |
Olympia zo unan eus brudetañ taolennoù Édouard Manet, bet livet e 1863. Da gentañ e oa da vezañ lakaet e Saloñs ar Gorbellidi er bloavezh-se end-eeun, met ne voe diskouezet nemet daou vloaz war-lerc'h, e 1865, er Saloñs Ofisiel e Pariz.
Muioc'h a dabut a voe c'hoazh diwar-benn an oberenn-mañ eget diwar-benn Merenn war al leton. Gwelout a reer ur c'hast en noazh, a hañval bezañ o tont eus un harem, prest da zegemer an arval a zo kemennet gant ar boked bleunioù degaset gant ur vatezh du. En daolenn ez eus ur c'hempouez-digempouez etre ar vaouez wenn hag an hini zu, a zo diwar skouer an taolennoù akademek niverus ma weler ur vaouez a vuhez fall gant he sklavez du, evel odaliskezed Dominique Ingres, pe re Bénouville ha Charles Jalabert er bloavezhioù 1840.
O klask lakaat trouz da sevel e oa Manet a-dra-sur, met ne oa ket engortoz a gemend-all a rebechoù, gant-se en doe kalz a boan-spered, hag ezhomm en doe eus harp e geneil Charles Baudelaire en abadenn diaes-se eus e vuhez.