Olympia (film 1938)

Olympia
Filmdata
Titl orin Olympia
Bro produiñ Alamagn nazi
Deuet er-maez 20 a viz Ebrel 1938 en Alamagn nazi
Yezh orin alamaneg
Padelezh (PAL-DVD) : 126 (lodenn I), 100 (lodenn II) munutenn
Skigner Tobis, Müller, Taurus (video)
Pare
Filmaozer Leni Riefenstahl
Produer Leni Riefenstahl
Skrivagner Leni Riefenstahl
Sonerezh Herbert Windt, Walter Gronostay
Frammer Leni Riefenstahl

Olympia a zo un teulfilm e div lodenn (Fest der Völker, alamaneg a dalvez Gouel ar Pobloù ha Fest der Schönheit, Gouel ar vraventez) sevenet e 1936 gant Leni Riefenstahl da-geñver C'hoarioù olimpek 1936 e Berlin. Deuet eo er-maez d'an 20 a viz Ebrel 1938. Tri stumm disheñvel eus ar film a zo : alamanek, saoznek ha gallek. Disheñvel eo an treiñ enno. Riefenstahl a zegasas kemmoù er film goude ma vije deuet er-maez, sed perak ez eus meur a stumm anezhañ. E 2003 e voe adprenet ar gwirioù war ar film gant ar C'huzul Olimpek etrebroadel. E 2005 e voe lakaet e-touez ar 100 film gwellañ bet sevenet gant skipailh Time.com[1].

  1. All-Time 100 Movies lec'hienn Time magazine

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne