Ondina zo anv ur voudig a vev er feunteunioù, ar stêrioù hag al lennoù ; a wechoù e vez taolennet evel ur vorganez er mor pe ur c'hrouadur ijinet gant ur barzh. Niksenn a vez graet anezhi ivez er mojennoù pobl alamanek hag e re Lec'hlenn.
Lorelei ar stêr Roen eo an hini vrudetañ.
Un doare nimfenn pe naiadenn zo anezhi. N'eo ket en dourioù sall e vev, en dourioù dous eo. N'eo ket ul lost-pesk he deus, met blev melen ha kriboù aour pe olifant. En hañv e plij dezhi bezañ en he c'hoazez war bardell ar feunteunioù ha kribañ he blev hir. Kouronkañ el lammoù-dour, er stankoù, er stêrioù a blij dezhi pa vez tomm. Hag ar re a vez o blev a-liv gant an aour o devez teñzorioù bras a viront en o c'hastelloù dindan an dour.
Dont a ra dour ar feunteunioù eus daeroù an ondinaed, ha mont a reont da hesk pa vez broc'het unan anezhe. Se zo kaoz e vez lezet profoù a bep seurt e-tal ar feunteunioù, evel garlantezioù a vleunioù, spilhoù pe tammoù gwer torret a zo gwir deñzorioù a lintr hag a sked en dour.