Osdorp

Lec'hiadur Osdorp
Oklahoma, ur savadur a zo en Osdorp, bet ijinet gant ar strollad arkitektourien izelvroat MVRDV

Osdorp a zo ur c'harter eus Amsterdam, e proviñs Noord-Holland, en Izelvroioù. E dibenn 2006 e oa 45 627 annezad. Al lec'h anvet Oud Osdorp a zo bremañ ul lodenn eus Sloten. Modernaet eo bet Osdorp abaoe 2001. En Osdorp e tremen div linenn tramway da gas an dud da Amsterdam.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne