Osismied

Kartenn ar pobloù galian a oa o vevañ e tiriad Breizh a vremañ:
  • ██ Osismied
  • ██ Weneted
  • ██ Kuriosolited
  • ██ Riedoned
  • ██ Namneted
  • Pezhioù moneiz osismi.

    An Osismied (Osismii e latin) a oa unan eus pobloù galian Arvorig.

    Anv anezho a ra ar moraer gresian Pytheas gant an anv Ostimioi. Edont o vevañ e-kichen ur c'hab Kabaion hervezañ. N'ouzer ket hag-eñ e oa Beg ar Raz pe Penmarc'h ar c'hab-se. O anv a dalv pe ar re uhelañ pe ar re eus penn ar bed. Er c'hontrol d'ar braz eus an anvioù pobloù galian all eo aet o anv da get en deiz a hiziv el lec'hanvadurezh.

    Bro an Osismied e oa an douaroù a zo Kernev, Leon, Treger ha Goueloù bremañ.


    From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

    Developed by Nelliwinne