Osric Northumbria

Roue Northumbria e oa Osric eus marv Coenred e 718 betek e varv d'an 9 a viz Mae 729. Hervez Simeon Dyrham e oa ur mab da Aldfrith Northumbria, ar pezh a dalvez e c'hellfe bezañ ur breur pe un hantervreur da Osred. Posupl eo ivez e oa mab Alhfrith Deira.

Nebeut tre a lavar Beda diwar-benn ren Osric met hervezañ e weljod steredennoù-lostek da zeiz e varv, ur seblant fall hervez kredennoù ar mare-se. William Malmesbury a ro meuleudi dezhañ diwar-benn e ziviz da gemer Ceolwulf, breur Coenred, da hêr.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne