Ouagadougou

Ur straed e-kreiz Ouagadougou
Ur straed e-kreiz Ouagadougou

Ouagadougou eo kêr-benn Burkina Faso, e kornôg Afrika. Kreizenn armerzhel ha kêr vrasañ ar vro eo ivez, gant 2.5 milion a annezidi e 2015. Krennet e vez an anv alies e "Ouaga".

Savet e vije bet ar gêr en XIvet kantved, hag e-pad pell e voe ur greizenn genwerzh a bouez en impalaeriezh ar bobl Mossi. Dont a reas da vezañ pennlec’h "Volta Uhel", pa voe trevadennet ar vro gant ar C’hallaoued e 1896. Pa zeuas Volta Uhel da vezañ ur stad dizalc’h e 1960 e voe lakaet da gêr-benn ar stad nevez. Savet e oa bet ur skol-veur enni e 1974.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne