Outram Bangs[1], bet ganet d'an 12 a viz Genver 1863 e Watertown (Massachusetts) (Stadoù-Unanet Amerika) hag aet da Anaon d'an 22 a viz Gwengolo 1932 e Wareham (Massachusetts) (SUA), a oa ul loenoniour stadunanat.
E 1919 e voe roet e anv d'ur genad golvaneged eus ar c'herentiad Thraupidae — Bangsia — gant an evnoniour stadunanat Thomas Edward Penard (1878-1936).