Owain ap Gruffydd (1100? – 28 a viz Du 1170), roue Gwynedd, anvet ivez Owain Gwynedd (Owen e saozneg) a zo gwelet evel unan eus brasañ rouaned Kembre a-raok e vab-bihan, Llywelyn Fawr. « Owain Gwynedd » a vez graet anezhañ alies abalamour d'un Owain ap Gruffydd all, a oa priñs e Powys, hag anavezet ivez evel Owain Cyfeiliog.