Owain Cyfeiliog

Owain ap Gruffudd ap Maredudd (war-dro 11301197), a oa ur priñs e rann greisteiz rouantelezh Powys, hag ur barzh kembraek. Anavezet eo muioc'h evel Owain Cyfeiliog abalamour d'e zisheñvelout diouzh priñsed all anvet Owain, ha dreist-holl diouzh Owain ap Gruffydd Gwynedd anavezet evel Owain Gwynedd, a veve en hevelep amzer.

Gruffudd ap Maredudd e oa e dad, ha Gwerful ferch Gwrgenau, eus lignez Elystan Glodrydd, e oa e vamm. Niz da Vadog ap Maredudd, ar roue diwezhañ a renas e Powys en he fezh, e oa Owain Cyfeiliog ivez.

Kombod Cyfeiliog a voe roet dezhañ gant Madog e 1147.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne