Deiziad krouiñ | 1564 ![]() |
---|---|
Implij | official residence ![]() |
Anv er yezh a orin | Palais des Tuileries ![]() |
Stad | Bro-C'hall ![]() |
E tiriad | Saint-Germain-l'Auxerrois ![]() |
Daveennoù douaroniel | 48°51′44″N 2°19′52″E ![]() |
Deiziad kregiñ | 1564 ![]() |
Darvoud-alc'hwez | saverezh, tan-gwall, distruj ![]() |
Tisavour | Philibert de l'Orme, Jean Bullant, Louis Le Vau ![]() |
Giz savouriezh | Azginivelezh arzel ![]() |
Deiziad divodañ | 1883 ![]() |
Category for the exterior of the item | Category:Exterior of the Palais des Tuileries ![]() |
Category for the interior of the item | Category:Interior of the Palais des Tuileries ![]() |
Palez an Tuileries (galleg: Palais des Tuileries) a oa ur palez roueel hag impalaerel e Pariz, lec'hiet war ribl dehoù ar Seine, raktal dirak Palez al Louvre. Bez e oa lec'h-annez parizian roueed Bro-C'hall, eus Herri IV betek Napoleon III, betek ma vije devet e 1871 e-kerzh Kumun Pariz.
Kroget e voe d'e sevel e 1564, evel ti-annez d'ar rouanez Caterina de' Medici. Goude-se e oa bet brasaet goustadik betek tizhout tu kornôg porzh al Louvre ha kaout un talbenn 266 metr hirder. Abaoe distruj an Tuileries, porzh al Louvre a zo chomet digor er c'hornôg, hag hiziv-an-deiz emañ al lec'h a-us beg reter Liorzh an Tuileries. Un doare leurenn uhel eo bremañ etre Place du Carrousel hag al liorzh e-unan.