Pariser Kanone | |
---|---|
![]() | |
Kinnig | |
Bro | ![]() |
Doare | Kanol karget dre e gulasenn |
Mont en-dro | Kulasenn, riklañ a-blaen |
Munision | Obuzioù kalibr 210 mm, 125 kg d'ar muiañ |
Mare servij | 1918 |
Produerien | Krupp Škoda |
Pouez ha muzulioù (stumm orin) | |
Mas hollek | 750 tonenn |
Mas ar c'hanol | 175 tonenn |
Hirder ar c'hanol | 34 metr |
Perzhioù all | |
Lusk-tennañ | War-dro 1 tenn bep 15 mn |
Hed-tenn d'ar muiañ | 130 km |
Tizh mont e-maez ar vannadell V0 | Etre 1500 ha 1600 m/s |
Padelezh hentad ar vannadell | Etre 3 ha 3,5 mn |
Korn-bizañ | War-dro 50° ha 55° |
Barr an hed-tenn | War-dro 40 km |
Ar Pariser Kanone a oa un doare kanol hir e hed-tenn implijet gant an Deutsches Heer e dibenn ar Brezel-bed Kentañ evit tennañ war bPariz. Ijinet ha produet e voe gant an embregerezh Krupp (en Essen), ha skouerennoù a voe produet ivez e Plzeň (Tchekia, neuze en Impalaeriezh Aostria-Hungaria).
Fiziet e voe ar Pariser Kanonen er morlu alaman, abalamour e oa kustum d'ober gant pezhioù-kanolierezh bras. E 1918 e voent implijet e-pad tri frantad (eus an 23 a viz Meurzh betek an 3 a viz Mae ; eus ar 27 a viz Mae betek an 11 a viz Even ; ha deus ar 15 a viz Gouere betek war-dro ar 15 a viz Eost) evit tennañ 367 obuz en holl war Bariz hag he rannvro. Hervez ar bilañs ofisiel e varvas 256 den hag e voe gloazet 620 anezho eno gant tennoù ar Pariser Kanonen[1]. Ar vombezadeg varvusañ a c'hoarvezas d'an 29 a viz Meurzh, pa gouezhas un obuz war an iliz Sant Jerveiz da zeiz Gwener-ar-Groaz en ur lazhañ 91 den hag en ur c'hloazañ 68 anezho[2]. Ar gelaouenn L'Illustration he deus embannet e 1919 kartenn al lec'hioù tizhet gant obuzioù[3].
Un elfenn eus ar brezel psikologel e voe dreist-holl, pa ne c'halle ket bizañ resis sibloù strategel. An arme alaman a glaske kentoc'h lakaat ar Barizianed da bennfolliñ evit ma redijent o gouarnamant da blegañ dirak youl ar c'hKaiser[1]. Kement-mañ a c'hoarvezas ouzhpenn da vare Argadenn an Nevezhañv, pa dostaas an Alamaned tost-tre ouzh ar gêr-benn c'hall[2].