Deiziad krouiñ | 1951 ![]() |
---|---|
Anv er yezh a orin | Parc Cenedlaethol Eryri ![]() |
IUCN protected areas category | IUCN category V: Protected Landscape/Seascape ![]() |
Anvet diwar | Eryri ![]() |
Stad | Rouantelezh-Unanet ![]() |
E tiriad | Kontelezh Gwynedd ![]() |
Kontelezh istorel | Sir Feirionnydd ![]() |
Daveennoù douaroniel | 52°56′0″N 3°56′0″W ![]() |
Poent uhelañ | Gouezva ![]() |
Aotrouniezh | Snowdonia National Park Authority ![]() |
Statud gladel | International Dark Sky Reserve ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://www.snowdonia.gov.wales ![]() |
Park Broadel Eryri (Parc Cenedlaethol Eryri e kembraeg, Snowdonia National Park e saozneg) zo ur park naturel hag a voe krouet e 1951. Bez' eo unan eus an tri fark broadel a gaver e Kembre, gant hini Bannau Brycheiniog ha hini Penfro. En em ledañ a ra ar park war 214 159 hektar a zouaroù, un dachenn un tamm mat ledanoc'h eget ar c'horn-bro anavezet a-gozh evel Eryri.
En em astenn a ra ar Park Broadel war ur vro veneziek, e kontelezh Gwynedd dreist-holl hag un tamm e kontelezh Conwy ivez. Ouzhpenn 26 000 a annezidi zo o chom en rannvro-se. Hervez niveradeg 2011 e oa 59% anezho a oa kembraegerien. Ouzhpenn 6 milion a weladennerien a zeu da douristañ dre eno bep bloaz, en ur vro ma kaver ar menez uhelañ eus Kembre, ar Wydddfa (1085 metr). Brudet eo ar c'hornad evit e venezioù, e draoñiennoù, e lammoù-dour, e daouarc'hegeoù hag e garregadoù.
Annezet eo ar vro gant mab-den abaoe meur a vilved zo, pa gaver enni kambroù-bez eus Oadvezh ar Maen, dismantroù kastilli, mengleuzioù hag aspadennoù eus mare ar Romaned.