Pascal Jaouen, bet ganet d'an 19 a viz Mae 1962 e Kemperle, mamm eus Brieg ha tad eus Sant-Turian, a zo broder, stilour, kelenner war ar broderezh ha rener Skol Vroderezh-Arz Kemper, bet savet gantañ e 1995. Desket en deus brodañ gant Viviane Hélias hag e-barzh Skol Lesage. Awenet e oa da gentañ gant krefen ha livioù broderezh ar Vro C'hlazig.
Evezh a oa bet sachet warnañ e 1995 pa ziskouezas e Bayeux ar Pallenn eus ar Reter a oa bet brodet gantañ e Galiza.
E miz Mae 2011 e voe digoret e gentañ stal dilhad cheuc'h prest-da-wiskañ e Brest.