Paul Josef Crutzen, bet ganet d'an 3 a viz Kerzu 1933 en Amsterdam (Izelvroioù), a zo ur c'himiour ha meteorologour izelvroat.
Bet en devoa Priz Nobel ar Gimiezh e 1995, asambles gant Mario J. Molina ha Frank Sherwood Rowland, en abeg d'o labourioù diwar-benn kimiezh aergelc'h an douar ha diwar-benn furmadur ha dispennadur an ozon peurgetket.
Bet en deus e zoktorelezh war ar veteorologiezh e Skol-veur Stockholm (Sveden) m'en deus kelennet evel e lec'hioù all. E 1980 e voe anvet e Max-Planck-Institut für Chemie e Mainz (Alamagn). E penn rann kimiezh an aergelc'h eo bet betek 2000.
E 2000 en deus brudet ar ger "anthropocene" (oadvezh mab-den) evit envel marevezh an oadvezhioù geologel merket gant levezon mab-den war ekosistem an douar abaoe 1850.
Sinañ a reas ul lizher a-gevret gant ouzhpenn 70 loread ar Priz Nobel all evit goulenn e vije nac'het al Louisiana Science Education Act a lakae ar sell "krouadelezhour" da vezañ kelennet e skolioù ar stad. E 2003 e voe e-touez an 22 loread ar Priz Nobel a sinas an "Humanist Manifesto".