Paulinus Kembre

Iliz Sant Peulin, e Llangors

Paulinus Kembre, pe Peulin (e kembraeg), a oa ur sant brezhon eus dibenn ar Vvet kantved e Kembre, enoret e Sir Gaerfyrddin.

Bevañ a rae evel penitiour e Hendy-gwyn ar Daf ha gantañ e oa e ziskibien Dewi ha Teilo. Sevel ilizoù ha chapelioù a reas en ardremez Llanymddyfri. Krediñ a reer e kemeras perzh er sened-eskibien Llanddewi Brefi e 545. Lidet e vez d'an 23 a viz Du.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne