Pawn Stars 'zo un abadenn skinwel stadunanat doare "reality show", hag a vez skignet war ar chadenn skinwel History, ha produet gant Leftfield Pictures. Pal an heuliad abadennoù skinwel a zo heuliañ troioù-kaer ur familh perc'henn war ar stal a-eil dorn kement ha brest ouzh gouestl Gold & Silver Pawn Shop e Las Vegas, Nevada. Ar stal a oa bet digoret e 1989.
E penn ar stal e kaver Richard "Old Man" Harrison, e vab Rick Harrison, mab Rick Corey "Big Hoss" Harrison, ha kamalad yaouankiz Corey, Austin "Chumlee" Russell. An abadenn a oa krog d'ar 26 a viz Gouhere 2009.