Ar pec'hed orin, orinel, kentañ[1],[2],[3] zo ur meizad eus an doueoniezh kristen hag a gelenn eo kouezhet an denelezh er pec'hed abaoe disentet gant Adam hag Eva, an dud kentañ krouet gant Doue, ouzh o c'hrouer pa zebrjont an aval difennet, hervez ma'z eo kontet er Bibl, e Levr ar C'heneliezh (3:4). Abalamour d'ar pec'hed-se en em gavjont noazh hag e voent kaset kuit o-daou eus Liorzh Eden, Baradoz an douar.
Sant Aogustin er IVe kantved e voe kentañ gerier kelennadurezh ar pec'hed-orin. N'eus anv ebet eus ar pec'hed orin er Bibl[4].