Ar Peder Mary (The Fower Maries e skoseg, 'The Four Maries' e saozneg) eo al lesanv a veze roet da beder dimezell a enor gant Mary Stuart, rouanez Bro-Skos: Mary Fleming, Mary Livingston, Mary Beaton ha Mary Seton.
Mary Seton eo an hini nemeti eus ar Peder Mary ha ne zimezas ket: derc'hel a reas da servij he mestrez goude o distro da Vro-Skos hag e-pad he bac'hidigezh e Bro-Saoz.