Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Israel ![]() |
Deiziad ganedigezh | 8vet kantved kt JK ![]() |
Deiziad ar marv | 732 BCE ![]() |
Tad | Remaliah ![]() |
Micher | monark ![]() |
Karg | King of Israel ![]() |
Hervez an Tanac'h e voe Pekah[1] (hebraeg: פֶּקַח, Pẹqaḥ; "e zaoulagad digor"; latin: Phacee), mab Remalia, roue Israel etre 737 KJK ha 732 KJK[2], goude bezañ lazhet Pekahia, mab Menahem.
Setu ar pezh a lenner diwar e benn en Eil Levr ar Rouaned : « Hag e reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù ; ne zistroas ket diouzh pec'hedoù Yarovam, mab Nevat, en devoa laket Israel da bec'hiñ. E deizioù Pekah, roue Israel, e teuas Tiglat-Pileser, roue Ashour, hag e tapas Iyon, Avel-Bet-Maac'ha, Yanoah, Kedesh, Hasor ha Gilead, ar Galil hag holl vro Naftali, hag o harluas da Ashour. Hag ez iriennas Hoshea, mab Ela, enep Pekah, mab Remalia, hag e roas dezhañ taol ar marv ; hag e renas en e lec'h, er bloaz ugent eus Yotam, mab Ouzia. » (2R 15, 28- 30)[3]