Y Gogarth, pe Pen y Gogarth (The Great Orme e saozneg) zo un dorgenn, 200 metr uhelder dezhi, war ul ledenez er c'hornôg da gêr Llandudno, e hanternoz Kembre, dirak Bae Llandudno.
Gallout a reer kerzhout betek al lein, hag un tram zo ivez da vont tost betek ar penn uhelañ.