Pepin Landen, pe Pepin Gozh (ganet war-dro 580 - marvet d'ar 27 a viz C'hwevrer 639) a voe maer ar palez en Aostrazia adalek 615 dindan tri roue meroveat. Lamet e voe e garg digantañ en 629 gant Dagobert Iañ ha roet en-dro war-lerc'h marv ar roue en 639.
Ur pezh domani en doa en Aostrazia , 15 600 devezh-arat, e kêr Nivelles ha tro-war-dro.
Dimeziñ a reas da Itta (pe Iduberge, pe Ide), ur briñsez eus Akwitania.