Ar personal defense weapon (Arm emzifenn), berraet e PDW, zo ur meizad ganet er bloavezhioù 1990 evit envel un arm-tan bihan, gouest da vezañ implijet gant un dorn hepken en ur dennañ en ur mod aotomatek, ha resis betek 150 pe 200 metr, da lavaret eo pelloc'h evit ur bistolenn-vindrailher. Rankout a ra ivez bannadelloù ur PDW bezañ galloudus a-walc'h evit treuziñ ur jiletenn enep-boledoù.
Ar PDW a oa sañset un arm a gorde gant ezhommoù soudarded an eil pe an trede linenn, pe soudarded e-bourzh karbedoù evel an tankoù. Abalamour d'an tu a zo gant armeoù ar bed da izelaat an niver a armoù disheñvel a implijont, evit aesaat ar pourveziañ hag izelaat an dispignoù, eo bet dilezet ar meizad gante[1]. Implijet e vez ar PDW gant servijoù-gwareziñ pennoù-meur 'zo dreist-holl, evel ar Brügger & Thomet MP9 etre daouarn izili ar GSPR gall[2].