Peta-, aroueziet dre P, zo ur rakger eus an SI (Système international d'unités) a dalv da lieskementiñ un niver bennak dre 1015 (1 000 000 000 000 000), da lavaret eo ur milion a vilmilionoù.
Eus ar gresianeg πέντε pente "pemp" e teu an anv, en abeg d'ar gevatalenn 1015 = 1 0005 . E 1975 e voe degemeret gant ar Bureau International des Poids et Mesures (BIPM). [1]