Pierre-Gustave Toutant de Beauregard, ganet d'an 28 a viz Mae 1818 e Saint-Bernard, hag aet da anaon an 20 a viz C'hwevrer 1893, a oa ur politikour, ijinour, skrivagner, kargad, ha jeneral eus lu Stadoù Kengevreet Amerika e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.
Hiziv an deiz e vez berraet e anv dindan ar stumm P. G. T. Beauregard, met eñ ne implije e raganv Pierre nemet ral a wech ; sinañ a rae e lizheroù gant ar stumm G. T. Beauregard.
Anavezet eo evel unan eus trec'herien armeoù an Norzh e-pad kentañ emgann Bull Run.