Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-C'hall ![]() |
Anv-bihan | Pierre ![]() |
Anv-familh | Laval ![]() |
Moranv | Pedro ![]() |
Deiziad ganedigezh | 28 Mez 1883 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Châteldon ![]() |
Deiziad ar marv | 15 Her 1945 ![]() |
Lec'h ar marv | Fresnes ![]() |
Abeg ar marv | gloaz dre arm-tan ![]() |
Lec'h douaridigezh | bered Montparnasse ![]() |
Bugel | Josée Laval ![]() |
Kar | René de Chambrun ![]() |
Den heverk | Jean Jardin ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg ![]() |
Place of detention | Châteldon, Montjuïc Castle ![]() |
Kondaonet evit | trubarderezh ![]() |
Penalty | indignité nationale ![]() |
Micher | politiker, alvokad ![]() |
Lec'h labour | Pariz ![]() |
Strollad politikel | SFIO, talvoud ebet, Strollad Sokialour Bro-C'hall ![]() |
Relijion | Iliz katolik roman ![]() |
A wisk | Kravatenn ![]() |
Perzhiad e | WWII Axis collaboration in France ![]() |
Diellaouet gant | La contemporaine ![]() |
Ezel eus | Milice française ![]() |
Darvoud-alc'hwez | attempted suicide ![]() |
Prizioù resevet | Order of Pius IX ![]() |
Bet kinniget evit | Priz Nobel ar Peoc'h, Priz Nobel ar Peoc'h ![]() |
Pierre Laval, bet ganet d'an 28 a viz Mezheven 1883 e Châteldon (Puy-de-Dôme) hag aet da Anaon d'ar 15 a viz Here 1945 e Fresnes (Val-de-Marne a-vremañ) a oa ur politikour ha den-stad gall.
Anvet meur a wech da Brezidant Kuzul an Trede Republik c'hall e voe eil den pennañ Renad Vichy, just dindan Philippe Pétain. Gantañ e oa bet kaset da benn politikerezh ar c'henlabour Stad gant an Trede Reich.
Besprezidant ar C'huzul ha tonket da gemer plas ar marichal Pétain e oa bet skarzhet a-daol-trumm d'an 13 a viz Kerzu 1940, a-raok bezañ anvet da benn ar gouarnamant adalek an 18 a viz Ebrel 1942 betek an 19 a viz Eost 1944. Da vare dieubidigezh Bro-C'hall e tibabas tec'hel kuit ; lakaet harz warnañ e voe kondaonet d'ar marv gant al Lez Veur evit trubarderezh ha fuzuilhet d'ar 15 a viz Here 1945.