Ar plakennoù litosferek, pe ar plakennoù dektonikel, a zo un deorienn skiantel hag a zeskriv fiñvadennoù an douar (litosferenn). Skeudennet eo bet plakennoù litosferek ar bed e-pad eil hanterenn an 20vet kantved
A-bouez eo evit ar vuhez war an Douar abalamour d'ar perzh hag a ra e kelc'hiad ar c'harbon hag a zalc'h ar c'hempouez karbon etre ar vevsferenn, litosferenn, hidrosferenn, hag atmosferenn.
Ar memes fenomen a c'hell c'hoarvezout war ar c'horfoù all pa vezont douarheñvel. Savet eo an deorienn-mañ diwar mennozhioù "driv ar c'hevandirioù", ijinet ha displeget gant Alfred Wegener.
Ar plakennou litosferek a zo deuet diwar tarzhadur al litosferenn dre nerzhioù diabarzh ha riklañ a reont war an asthenosferenn.