Ploudon | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Luc'hskeudenn gant ar sontenn New Horizons en hañv 2015 | |||||||
Kavadenn
| |||||||
Kaver | Clyde W. Tombaugh | ||||||
Deiziad | 18 a viz C'hwevrer 1930 | ||||||
Doareennoù he c'helc'htro
| |||||||
Skin etre | 5,90638×109< km ≈ 39,5 ua | ||||||
Ezkreizennegezh | 0,2488 | ||||||
Prantad reveulzienn siderel | 90 613,3058 d = 248 a 31 d 7,34 h | ||||||
Prantad sinodek | 366,7352 d | ||||||
Tizh kelc'htreiñ etre | 4,74 km/s | ||||||
Stouadur | 17,14175° | ||||||
Niver a loarennoù | 5 | ||||||
Doareennoù fizik
| |||||||
Treuzkiz keheder | 2370 km ± 20 km | ||||||
Gorre | 17 milion a km² | ||||||
Mas | 1,314×1022 kg | ||||||
Mas volumek etre | 2,0×103 kg/m³ | ||||||
Gravitadur war he gorre | 0,655 m/s² | ||||||
Prantad treiñ | 6,387 d = 6 d 9 h 17 min | ||||||
Stouadur an ahel | 119,61° | ||||||
Albedo | 0,60 | ||||||
Tizh frankizadur | 1,3 km/s | ||||||
Temperadur war he gorre |
| ||||||
Doareennoù an atmosfer
| |||||||
Gwask atmosferek | 0 - 0,0003 kPa | ||||||
Nitrogen | 90% | ||||||
Metan | 10% |
(134340) Ploudon hervez hec’h anv ofisiel (Pluto e latin ; arouezioù : ,[1] [2]), zo ur gorrblanedenn e Koskoriad an Heol, bet kavet er bloaz 1930 gant Clyde W. Tombaugh.
Da navet planedenn ar C'hoskoriad e veze degemeret betek ar 24 a viz Eost 2006 daoust da soñj un darn eus ar steredoniourien ; en deiz-se e tivizas an International Astronomical Union (IAU) lakaat Ploudon da gorrblanedenn.
Divizet ez eus bet gant IAU, d'ar 24 a viz Eost 2006 ivez, lakaat Ploudon da vezañ "kentpatrom" ur rummad nevez a draezoù treuzneizhanat.
Ar blanedenn gorr gentañ e Gouriziad Kuiper eo, hag an eil brasañ war-lerc'h (136199) Eris hervez ar pezh a anavezomp evit ar poent.
Hervez diviz UAE 2006 ez eo e gwirionez un divblanedenn gorr gant C'haron, daoust ma n'eo ket sklaer c'hoazh.