Polcon eo ar vodadenn skiant-faltazi vrasañ ha koshañ e Polonia. Aozet e vez bep bloaz en ul lec'h disheñvel gant sikour ar c'hluboù skiant-faltazi lec'hel. Roet e vez ar priz Nagroda imienia Janusza A. Zajdla e fin pep bodadenn. Ar c'hentañ Polcon a oa bet aozet e 1985 e Błażejewko tal-kichen Poznań.
Lec'hiadur ur Polcon a vez choazet daou vloaz en a-raok e-pad ar vodadenn gent. Da skouer lec'hiadur Polcon 2016 e Wrocław a oa bet choazet e-pad Polcon 2014 e Bielsko-Biała.