Poltredaoueg ar gened

Poltredaoueg ar gened (alamaneg Schönheitengalerie) zo ur boltredaoueg a zo bet savet gant ar roue Ludwig Iañ Bavaria e Palez Nymphenburg. Enni, en XIXvet kantved, e voe dastumet 36 poltred eus itronezed a renk uhel eus kêr Vünchen, brudet-bras o c’hened.
Gant Joseph Karl Stieler, anvet da livour e lez Bavaria e 1820, e voe graet ar poltredoù etre 1827 ha 1850 evit roue Bavaria.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne