Pont an Diaoul zo anv meur a bont, e meur a vro, hag a vije bet savet gant an diaoul hervez ar mojennoù, pe gant e skoazell, pe en desped dezhañ. En Europa eo e kaver ar pontoù-se, alies e vezont krennamzerel ha bolzek.
E rumm 1191 renkadur Aarne-Thompson eo lakaet ar mojennoù gouestlet da bontoù an diaoul.(Daveoù a vank)