Ur gêriadenn eus arvor Penn-ar-Bed Breizh eo Porsal. Ul lodenn eus kumun Gwitalmeze eo.
Kroget e oa bet gant un argerzh evit distagañ Porsal diouzh Gwitalmeze, diwar goulenn ar gevredigezh "Une commune à Portsall"[1],[2], met nac'het e oa bet gant ar prefed, met ar justis he doa roet da c'houzout e oa aet ar prefed re bell ganti[3]. Nac'h a reas ur wech c'hoazh er bloaz war-lerc'h, d'an 10 a viz Mezheven[4]. hag abaoe n'eo ket aet an traoù war-raok.