Porto Santo, pe O Porto Santo, zo un enezenn hag ur gumun e Rannvro Emren Madeira, hogen Vila Baleira eo anvet ar gêr-benn. Ur gorread 42,48 km² he deus. Unan eus c'hwec'h kumun Portugal dezhi ur barrez hep mui. Tostañ kumun dezhi eo Machico, en enez Madeira, er mervent dezhi.
Lesanvet eo Dourada (alaouret) gant tud Madeira.