Ar prenn a zo tammoù koad e pep poent eus e dennad adale m'eo taolet ar gwez en traoñ betek m'eo prest evit bezañ implijet evel ur materi evit ar saverezh pe ar munuserezh.
Produet e vez ar prenn pe diaoz pe oberiet. Ar prenn diaoz a zo an danvez kriz implijet evit fardañ an arrebeuri ha meur a draezenn goude m'eo bet peurdroc'het ha treuzfurmet ar c'hoad. Gant meur a vent ha neuz e vez produet ar prenn. Ar prenn oberiet a vez pourvezet dindan mentoù reoliek, evit ar saverezh peurliesañ.