Demostenes oc'h embreger; taolenn gant Jean Lecomte du Nouÿ .
'Prezegerien Attika , pe an Dek Prezeger , a reer eus 10 den eus ar V vet ha IV e kantved kent JK. Skrivet e voe o buhez gant un den a reer "pseudo-Ploutarc'hos " anezhañ.
Kemm a c'hall o anvioù hervez an oberourien, met peurliesañ e tegemerer an dek anv roet gant Aristophanes Bizantion hag Aristarc'hos Samotraki :
Antiphon , an hini kentañ a voe embannet e brezegoù
Andokides , a gomz diwar e benn en e brezegoù,
Demosthenes , a voe politikour
Deinarc'hos , a-du gant Makedonia
Aisc'hines , enebour da Demosthenes
Hypereides , enebour da roue Makedonia, evel Demosthenes
Isaios , a rae war-dro aferioù susit pe hêrezh
Isokrates , al lezennour filozof
Lykourgos , enebour da roue Makedonia
Lysias , ispisialour ar pledeoù sivil