Pried meur ar roue e hieroglifoù | ||||
|
Pried Meur ar Roue (en henegiptek: ḥmt nswt wrt) a oa an anv a veze graet eus pennañ gwreg Faraon, a c'halle kaout meur a bried.
Adalek an Patrom:XIIvet tierniezh egiptat e veze graet pried meur eus unan anezhi. Hi an hini a rank genel hêred ar roue. Rak hervez mojenn an douebriedelezh, e teu Amon d'en em unaniñ gant ar rouanez da reiñ dezhi gwad an doue a raio an danvez faraon. Sede penaos e vez roet gant ar bried veur an dourenn doueel d'ar bugel roueel.
Ur gelennadurezh ne oa ken, goude ma seblant bezañ unana eus diazezoù an dierniezh. Kavout a ra da istorourien zo koulskoude eo aze emañ diazez ar wadbriedelezh , da lavarout eo an dimeziñ kenwadel entre breur ha c'hoar pe tad ha merc'h