Priz Bras Emilia-Romagna zo ur redadeg kirri dalc'het abaoe 2020 e-kerzh kevezadeg bed ar Formulenn 1. Aozet e oa bet evit ar wezh kentañ e-lec'h Prizioù Bras nullet abalamour d'ar bedreuziad COVID-19, war Autodromo Enzo e Dino Ferrari, a reer alies Imola anezhañ diwar ar gêriadenn nepell. Eno e oa bet aozet Priz bras Italia e 1980 ha Priz Bras San Marino etre 1981 ha 2006.