Ur priz lennegel eo ar priz Miguel de Cervantes (e kastilhaneg : Premio Miguel de Cervantes), roet e vez bep bloaz abaoe 1976 gant ministrerezh spagnol ar Sevenadur d'ur skrivagner kastilhanek evit hollad e oberennoù , diwar kinnigoù akademiezhioù ar c'hastilhaneg. Al loread a resev 125 000 euro. Gopradenn lennegel wellañ al lennegezh spagnolek eo. Anvet eo bet ar priz en enor da Miguel de Cervantes, skrivagner Don Quijote de la Mancha.